Stal-labour tro-dro d'an Neud

27/09/2025

Kinnig a ra ar gevredigezh Kroas Hent ur spi-eskemm ha plijadur nevez deoc’h : ar Stal-labour tro-dro d’an Neud.

Deuit da eskemm ho kouiziegezhioù tro-dro d’ar stamm (tricot), d’ar c’hroched, d’ar broderezh, d’ar gwriat (couture) hag all ! Un emgav etre-rummadoù ha digor d’an holl eo, pe vefec’h kroget nevez pe arbennigour·ez.

Penaos e ya en-dro ?

  • Deuit gant ho paramantoù : Degasit ho nadozioù, ho neud hag ho labour war-ober.
  • Eskemmomp ha deskomp : Pep unan a rann e deknikoù, a ro sikour d’ar re all hag a gav awen en un aergelc’h plijus ha tomm.

Titouroù pleustrek

  • Pegoulz : Sadorn diwezhañ bep miz, etre 14e00 ha 17e30.
  • Kentañ emgav : D’ar sadorn 27 a viz Gwengolo 2025.
  • Pelec’h : E Levraoueg Sant-Rivoal.
  • Mizoù-perzh : Emezelañ e gevredigezh Kroas Hent (5 € bep bloaz).
  • Titouroù hag e darempred : Françoise war ar 06 84 81 42 18.

Deuit niverus gant ho fil, ho nadozioù hag ho soñjoù krouiñ !