Diwall Ruz - Tommder Bras

22/06/2026

Lakaet eo bet departamant Penn-ar-Bed dindan ziwall ruz evit an tommder bras (canicule) gant Météo-France adalek al lun 22 a viz Mezheven da 12h00. Ar prantad tommder bras-mañ a zo dibar gant gwrezverkoù uhel-tre e-pad an deiz hag an noz.

Kemm an amzer

  • Lun goude-meren : tizhet eo bet etre 37 ha 39 °C e-diabarzh an douaroù.
  • Nozvezh etre al lun hag ar meurzh : tomm-tre e vo, gant gwrezverkoù izelañ etre 21 ha 24 °C.
  • Meurzh goude-meren : chom a raio uhel-tre ar gwrezverkoù, etre 37 ha 40 °C e-diabarzh an douaroù hag etre 32 ha 34 °C war an aod.

Rak ar gwall amzer-mañ, prefed Penn-ar-Bed a zo bet digoret gantañ ar C’hreizenn Kefridi Departamant (COD) evit kenurzhiañ ar servijoù sikour.

Reolennoù ar prefeti e-pad an diwall ruz

Evit gwareziñ an dud ez eus bet divizet meur a dra gant ar prefed :

  • Berzet eo gwerzhañ hag evañ alkol war an hentoù foran (nemet war an terasoù aotreet).
  • Berzet eo an darvoudoù sport er-maez pe e-barzh lec’hioù hep aer fresk (reizhiad yenn-aer).
  • Berzet eo an tanioù-arvest, an obererezhioù pyroteknik hag an tanioù hengounel (evel tanioù Sant Yann).
  • Kemmañ eurioù labour er-maez : posubl e vo kregiñ adalek 5h00 ha labourat betek 21h00 evit al labourioù trouzus.

Reolennoù mat da heuliañ

  • Evañ dour alies, hep gortoz kaout sec’hed ;
  • Chom hep evañ alkol ;
  • Serriñ ar stalioù-prenestr hag ar prenestri e-pad an deiz, hag aerañ e-pad an noz ;
  • Dourc’hizañ ar c’horf meur a wech bemdez ;
  • Tremen eurvezhioù en ul lec’h fresk ;
  • Chom hep ober strivoù korf pe sport uhel ;
  • Kemer keleier eus tud tosk pe gwan tro-dro deoc’h.

Ma vez ur falladenn pe azonoù gant an tommder bras, pellgomzit d’ar 15 pe d’ar 18 pe d’ar 112 raktal. Niverenn c’hlas Canicule info service : 0800 06 66 66 (eus 9h da 19h, digoust).


Teulioù stag

Affiche d'information - Canicule, protégez-vous (PDF) Affiche de prévention - Les gestes à adopter (PDF)