Kentelioù brezhoneg hag abadennoù "kontañ kaoz"

24/09/2021

Adkroget eo an abadennoù “kontañ kaoz” kinniget abaoe meur a vloavezhioù gant Annaig Kere d’ar merc’her noz eus 7.30e da 8.30e. Digor eo d’an holl dud a oar brezhoneg.

Diouzh goulenn kerent ar skol publik divyezheg e vo kinniget ivez ur gentel evit ar re a grog gant ar brezhoneg d’ar merc’her da 6.30e. Digor eo d’an holl eveljust.

Dalc’het e vo an abadennoù-mañ er sal a zo a-us d’ar skol. Digoust eo, ebvel boas !