Kêr Garaez a aoz abaoe 2010 ur priz danevelloù e brezhoneg. Al loread-ez a resevo 1500€ gant ma c’hello degemer ar priz da geñver Gouel al Levrioù e Breizh a vo dalc’het ar bloaz-mañ d’an 29 & 30 a viz Here. Mersi da gas deomp an holl skridoù e stumm niverel (PDF pe Epub kentoc’h) a-raok an 10 a viz Gwengolo da bibli.anim@ville-carhaix.bzh Reolennaoueg ar priz a gavoc’h amañ-kevret.
Priz danevelloù e brezhoneg
02/09/2022