Chomlec’hioù nevez

21/04/2023

Gwiriekaet eo bet hor chomlec’hioù nevez. En un nebeud sizhunvezhioù ho po ul lizher ofisiel eus an ti-kêr gant hoc’h adres nevez. Gallout a reoc’h implijout al lizher-se evit ober ho chañchamant adres (koumanantoù tredan, pellgomz hag internet, ti-bank, kartenn varilh, asurañsoù… ha me oar). O c’hortoz, e c’hellit gwelout hoc’h adres war gartenn lec’hienn ofisiel ar gouarnamant. Ma welit ur fazi bennak, mar plij kasit keloù dre hor furmskrid darempred.