Bod-arsav Sant-Riwal

adalek ar 15/05 betek ar 15/10
Nozvezh (hiniennoù)18.45 €
Bod-arsav a-bezh250,00 €
adalek ar 15/05 betek ar 15/10
Nozvezh (hiniennoù)20.45 €
Bod-arsav a-bezh270,00 €
Re all
Taks chomadenn dre zen0.55 €
Feurm ur par liñselioù3.00 €
Astenn eus 10e da 14e26.00 €
Marc’h er peurvan2.50 €

Evit kement titour pe adprenadur, grit kelaou da :

  • Nadia en ti-kêr ouzh 02 98 81 40 54
  • Sylviane e karg eus ar bod-arsav ouzh 06 04 02 45 26.

Degemer a ra bod-arsav Sant-Riwal ac’hanoc’h e kreiz ar vourc’h evit un ehan sioul.

Barregezh : 15 plas

  • 2 gambr 1 gwele, 3 c’hambr 2 wele
  • 1 gambr 6 kwele
  • 1 gambr 1 gwele 2 blas gant moned evit an dud nammet ha sal-dour stag outi.

Dilhad-gwele : feurmet e vez al liñselioù evit ar re n’o deus ket sac’h-kousket. Ar peurrest eus an dilhad-gwele (pallennoù, penn-mallennoù, liñselioù-dindan) a vez roet.

Pad ar chomadenn :

  • Erruout adalek 6e goude-kreisteiz (18h)
  • Depart da 10e d’ar beure an deiz war-lerc’h

Aveadurioù ar bod-arsav :

  • 4 douchenn
  • 5 WC
  • Ur gegin aveet-mat.
  • Ur sal vras plijus gant un oaled.
  • Ur gorn-saloñs.

Monedusted : Evit an dud nammet (PMR), ur gambr vras gant ur gwele doubl a zo er bod-arsav, hag ivez ur sal-dour hag WC azasaet, d’an traoñ.

Evit ar marc’hhouarnourien hag ar varc’hegerien : Ur goudor surentez a zo er bod-arsav evit ar marc’h-houarn pe an aveadur marc’hegañ, ur poent-dour evit naetaat hoc’h aveadur, hag ivez peurvanoù gant dour tost-tre.

Tost d’ar bod-arsav : Kavout a reot daou bredi hag div stal-voued (na ziankoudit ket da sellet ouzh an eurioù !). Gallout a reot ivez dizoleiñ an ekomirdi, an ti Cornec brudet hag an trowardroioù. Tost-tre d’ar bod-arsav e c’hallot ivez implijout servijoù ar vourc’h evel ar porzh-c’hoari evit ar vugale pe al levraoueg-kêr.