Laouen eo kenseurtiezh laik Sant-Riwal o pediñ ac’hanoc’h d’ar fest hengounel a vo dalc’het d’ar Sul 21 a viz Gwengolo e sal ar festoù.
Adalek kreisteiz (12e) e c’hallit dont da zebriñ war al lec’h pe kas ganeoc’h ur c’hig-ha-fars graet gant kerent ar skolidi diwar broduioù eus ar vro.
- Prizioù : 12 € da gas ganeoc’h, 13 € war al lec’h, 6 € evit ar vugale, pe 15 € evit skoazellañ ar skol.
Pedet oc’h ivez da kemer perzh er genstrivadeg evit farz gwellañ ar c’hornôg !
- Etre kreisteiz ha 2e g.m. e c’helloc’h degas ho farz.
- Bodet e vo ar juri da 2e30 g.m. evit dispartiañ ar geginerien (2 rummad : tud deut ha bugale).
Abadennoù all a c’hortoz ac’hanoc’h war al lec’h. O c’hortoz ac’hanoc’h emaomp ! Gant an arc’hant dastumet e vo arc’hantaouet obererezhioù bugale skol bublik divyezhek Sant-Riwal.
Galv d’an dud a-du 🤝
Ha ma c’hoarzh deoc’h ez eo deuet-mat an dud evit reiñ dorn… rak skol bihan, nebeut a gerent ! Neuze m’hoc’h eus c’hoant da reiñ dorn da zibluskañ al legumaj, servijañ pe ober forzh peseurt tra blijus all, deuit e darempred ganimp er chomlec’h-mañ : apestrivoal@riseup.net