D’ar sadorn 4 a viz Here, e vo aozet un nozvezh kengred vras e Sant-Rivoal (sal ar festoù ha dindan an hangar) gant ar gevredigezh Les Utopistes en action – École alternative des Monts d’Arrée, e kenlabour gant ar gevredigezh Kroazhent.
Programm :
- 15e : Gantiadurezh d’an dañsoù breizhek (initiation)
- 17e : Taol-grenn war an dodenn « Moned ar re yaouank harluet d’ar skoliata ha d’ar stummadur » gant kemer-perzh ar Rouead Toiles hag ar gevredigezh Patrons solidaires
- Stand krouidigezhioù ar re yaouank
- Sal-te
- 21e : Fest-noz dindan an hangar
Les Utopistes en action – École Alternative des Monts d’Arrée
- Pellgomz : 06 02 29 27 18
- Postel : eadma@orange.fr
Lec’hiet e Pleyber-Christ, e tegas ar gevredigezh d’ar re yaouank harluet ur skoazell a dremen-urgentelezh (boued, dilhad, yec’hedel, sokial ha speredel) koulz hag ul lojeiz hag ur c’hemenn skoazell en o zroioù-dastum melestradurel. Ganti e vez meret an École Alternative des Monts d’Arrée a aesa d’ar re yaouank-mañ deskiñ ar galleg ha tapout ar gouiziegezhioù ret evit mont e-barzh ar stummadurioù micherel.
Toiles, rouead an tier degemerus
- Pellgomz : 07 53 28 76 37
- Lec’hienn : www.toiles-rdma.fr
En un endro ma ya ar Stad hag ar galloudoù foran war-gil war degemer an dud harluet, e vez aozet kalz a oberoù keodedel evit lakaat an degemer da vevañ. Krouet eo bet ar rouead Toiles e 2022 evit lakaat liammoù da greskiñ etre ar re a gemer ar spi da sevel lec’hioù-degemer a-benn ma vo degemeret en un doare dindeg (lojet, maget, skoazellet war ar gwirioù, skoliataet…) an dud harluet a vez alies-tre o-unan ha hep lojeiz.
Toiles a dines liammoù eus Calais da Varseille, eus an Drôme o tremen dre Dours betek Menez Are, eus an harzoù d’an takadoù war ar maez…