Redadeg 2021 !

19/05/2021

Redet e vo ur c’hilometr gant Ti-ker Sant-Riwal ar bloaz-mañ !

Lec’hiet eo en Treoù-Leon etre Kerbrun (war an hent etre Sizun hag an Trehoù-Leon, 2,5 kilometr a-raok bourc’h an Trehoù) ha Gernelez.

Redet e vo gant tud an Ti-kêr, krennarded ar c’humun ha pep hini neus c’hoant da gemer perzh !

Deuit assambles ganeomp da redek pe da skoazellañ ar c’halouperien !

Emgav d’ar sul 23 a viz-Mae tro-dro 14:20 eno, krogiñ a raio da 14:53.

Ar c’hilometr da heul a vo redet gant kevredigezh kerent skol Sant-Riwal ha roet e vo ar bazh dezho !