Treiñ al lec'hienn e brezhoneg

07/05/2026

Ur lec’hienn nevez (eus an dibab, ma c’hallan lavarout) hon eus, enni kalz a zanvez krouet abaoe penn-kentañ lec’hienn ti-kêr Sant-Riwal.

Ober a reomp hor seizh gwellañ evit mirout ur plas bras d’ar brezhoneg war al lec’hienn nevez-mañ. Padal, dre ma n’on ket ur brezhoneger a-vihanik (na memes ur galleger a-vihanik), hor befe ezhomm eus sikour evit gwiriañ an troidigezhioù, lakaat reoù nevez e-lec’h ma vankont, ha lakaat muioc’h-mui a vrezhoneg dre vras.

Pep sikour a vo degemeret gant plijadur. Gallout a rit kas ho soñjoù pe ho kinnigoù sikour da Tom d’ar chomlec’h-mañ : tom.charnock@ti-ker-sant-riwal.fr.