Illiwap

Un arload evit ar pellgomzoù-finañ (iOS hag Android) eo Illiwap. Gantañ e c’hall an annezidi resev keleier ha kemennadennoù an ti-kêr war-eeun ha prim, da skouer diwar-benn an darvoudoù, an urgentadoù pe buhez ar vourc’h dre vras.

Penaos lakaat an arload-mañ :

  1. Pellgargit Illiwap war an App Store (iOS) pe war ar Google Play Store (Android).

    Notit mat n’haller ket implijout an arload-mañ gant un urzhiataer pe gant reizhiadoù pellgomz all evit ar poent. Setu perak e klaskomp lakaat keleier hol lec’hienn d’an deiz kement ha ma c’hallomp !

  2. Pa vo lakaet an arload, klaskit war-eeun “Mairie de Saint-Rivoal - Ti-Kêr-Sant-Riwal” evit kavout hor stasion ha heuliañ ac’hanomp.

Ur wech heuliet hor stasion e c’hallot dizoleiñ ha heuliañ kalz a stasionoù all evit ar c’hevredigezhioù, ar servijoù hag ar stalioù liammet ouzh Sant-Riwal war-eeun adalek an arload.

Ma’z eus kudennoù ganeoc’h evit staliañ pe implijout an arload, gallout a rit lakaat darempred gant Tom d’ar chomlec’h-mañ : tom.charnock@ti-ker-sant-riwal.fr.